Levr Mic'ha

Hervez ar Bibl ez eo Levr Mic'ha (Mi) oberen ar profed "bihan" Mic'ha , kempred gant Yeshaia ha Hoshea.

Setu penaos e kinnig troerien An Tour-Tan Levr Mic'ha :

"Gant nerzh-kalon ha taerder a-wechoù e stag gant ar waskerion a bep seurt o voustrañ ar reuzeudion, gant an uhelidi o vac'homañ an dud dister, gant ar varnerion o tegemer donezonoù, gant ar veleion o klask gonidoù, gant ar falsprofeded o tistagañ gevier.

Met dont a ray eus Bet-Lehem-Efrata ur rener a zieubo Israel hag a ray dezhañ kreskiñ betek dibennoù an douar.

Ha goude e klevomp klemmoù a Aotroù ouzh e bobl he deus disoñjet e vadoberoù. Ar pezh a fell dezhañ eo ma vo sevenet ar reizhded ma vo karet an drugarez ha ma vo kerzhet gant Doue, rak n'eus ket un all eveltañ. Ha pa vo tremenet ar reuziad e teuio amzer an druez hag ar pardon. "[1]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p228

Developed by StudentB